AgriBIoT

Dastum ar roennoù evit rentañ servij d’al labourer-douar

  • Heuilh a-dost ar produiñ.
  • Gwellaat hoc’h ampled o vestroniañ ho roennoù.
  • Koazhañ ar skog war an endro deus ar produiñ.

AgriBIoT zo anezhañ ur raktres klask ha diorren, kaset war-raok gant klaskerien Kreizenn an Inria en Roazhon, en Breizh.
Skoazellet eo ar raktres gant Inria Startup Studio, ha fellout a ra dezhañ bezañ un diskoulm da werzhañ a-benn fin 2022.

AgriBIoT

Kredrec’het omp zo ezhomm deus chemed ar produerien evit tizhet kalite ar produioù. Abalamour da se e kinnigomp un diskoulm gwevn da vont da heul an oustilhoù war ar plas dija.

Dre ur stokañ lec’hel deus ar roennoù,, rserret direktamant war ho lec’hioù produiñ, ec’h a hom oustilh da heul an argerzhoù produiñ, ha n’eo ket ar c’hontrel. Permetet eo gant implij standardoù, etrefasoù digor ha meziantoù libr.

Diazezet eo an deknologiezh AgriBIoT war an araokadennoù nevezañ diwar-benn an objedoù kevreet (IoT) hag ar Radio-Identifiañ (RFID). Dam dezhi e vo gonidigezh diouzhtu evit frejoù staliañ koazhet.

Dre ma ouvezomp eo roennoù ar produiñ ul lodenn deus ar werzh ouzhpennet, e rent en-dro AgriBIoT d’ar venajerien o c’hontrol war o roennoù. Mestr eo al labourer-douar war rannañ ar roennoù : ar pezh a gaso d’an aktourien all (koñsorted, koperativoù, disklêriadurioù en-linenn, eilkevratourien...) ha dindan petore koñdisionoù.

Gant an deknologiezh diorroet gant AgriBIoT e c’hallo an nen, goude ul laziad hiroc’h, gwarantiñ kalite hag orin ho produioiù betek ho prenerien.

Fakteurioù pennañ e penn-kentañ ar raktres-mañ

Kreskañs ar boblañs

Ezhomm da greskiñ ar produiñ

Ezhomm da goazhañ ar skog war an endro

Anavezout orin produioù al labour-douar

Ar pezh zo oc’h ober diskoulm AgriBIoT

Avantajoù deus teir elfenn teknolojik zo oc’h ober hom diskoulm.

Stokañ war ar plas

War meziantoù dieub eo diazezet hom diskoulm stokañ lec’hel. Gant-se e vo mestr al labourer-douar war e roennoù. Ne lonk ket kalz hom servijer hag aezet e vo staliañ anezhañ en ho rouedad lec’hel en ur lakat en ho kerzh ar roennoù dastumet.

Ur rouedad kapteurioù.

Berniañ a ra AgriBIoT roennoù deus un toullad brav a gapteurioù liesseurt kevreet er menaj. Gallet a reont bezañ enframmet en diskoulm peotramant bezañ degaset gant pourchaserien all hag a implij protokoloù eskemm standart.

Teknologiezh RFID

E-kreizig-kreiz hom diskoulm emañ ar radio-identifiañ. Gras dezhañ e c’hallo ar menajer notennañ ar roennoù en endro. Barrek eo AgriBIoT da wellaat an argerzhoù ha, goude ur pennad, da heuilh ervat ar produiñ hag an tresenniñ.

Kartenn interaktivel ar menaj

Kevelerien

Skwerioù – Ar reoù gentañ a ra gantañ

Barrek eo da vezañ implijet an diskoulm AgriBIoT e menajoù a-bep-sort.

Ar produiñ-gwin

Er c’houlz-mañ e labouromp war ur menaj produiñ gwin deus Bro-Bourdel ha gant ur winieg deus kevredigezh gwiniennerien Breizh (Muscadet).

Frouezh

O klask ur c’heveler omp evit arnodiñ war ur menaj ar sort-se.

Legumaj

O klask ur c’heveler omp evit arnodiñ war ur menaj ar sort-se.

Labour ar gwenan

O klask ur c’heveler omp evit arnodiñ war ur menaj ar sort-se.

Produioù ar mor

O klask ur c’heveler omp evit arnodiñ war ur menaj ar sort-se.

Skipailh

Sample avatar
Oscar Roberto BASTOS

O kas ar raktres war-raok

Ing. R&D
INRIA Roazhon

Sample avatar
Jean-Marie BONNIN

Professor
IMT Atlantique
Team EASE
INRIA Roazhon

Sample avatar
Paul COUDERC

Klasker
INRIA Roazhon

Sample avatar
Simon TROPEE

Ing. R&D
INRIA Roazhon

Darempredoù

Evit abegoù a surentez, trugarez da ober ar jedadenn-mañ :


Trugarez Tangi !